Arguzenn (yezhoniezh)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kevreadurezhel arguzenn pe korzhiad (gall. actant, saoz. argument) evit komz eus ur sintagm hag a diskwel bezañ liammet ouzh ar verb en ul lavarenn.

Peurliesañ ec'h eo ar rener hag ar renadenn dra arguzennoù ar verb, ma vez graet oute arguzennoù diazez (saoz. core arguments).

Graet e vez arguzennoù beskellek (saoz. oblique arguments pe complements) eus an arguzennoù a eil-renk (saoz. non-core), peurliesañ sintagmoù adstagennek (saoz. adpositional phrases) o resisaat ur prantad (d.s. evit beure), ul lec'h (d.s. er gêr) pe resever un ober (ds. eviti).

E brezhoneg eo bet graet gant an termen "renadenn" evit complement, levezonet gant ar fed ma vez graet e galleg gant "complément d'objet direct" (saoz. direct object; "Renadenn eeun") ha "complément d'objet indirect" (saoz. indirect object; "Renadenn dieeun") met anat eo eo direizh an termen-se rak kevatal e ranker bezañ d'un arguzenn a eil-renk ha koulskoude e ra dave an termen "renadenn eeun" d'un arguzenn ziazez.

Implij an arguzennoù a c'hell bezañ ret pe diret: ret eo an arguzennoù diazez ha diret ar re a eil-renk.

P'en devez ur verb un arguzenn graoñellek nemetken (da lâret eo, ar rener) e vez graet amdranzitivel (saoz. intransitive) anezhañ; p'en devez div e vez graet tranzitivel pe unandranzitivel anezhañ, o vezañ m'eo an eil arguzenn ur renadenn eeun. P'en devez ur verb teir arguzenn (da lâret, div arguzenn ouzhpenn ar rener), evel e brezhoneg reiñ, e vez graet daoudranzitivel anezhañ, o vezañ m'eo an trede arguzenn ur renadenn dieeun. Valañs (pe amsav ; saoz. valency) a vez graet eus niver a arguzennoù pep verb.

An arguzennoù diazez a c'hell bezañ argaset, ouzhpennet pe kemmet-digemmet e meur a doare dre lakaat e pleustr $operations yezhadurel evel an tuioù, da skouer an tu gouzañv, hag all.

Gant pep yezh er bed e vez implijet troadoù (d.s. al latin) pe rannigoù (d.s. ar brezhoneg "a/e") ha/pe urzh ar frazenn (d.s. ar saozneg) evit merkañ roll pep arguzenn er frazenn, daoust ha ma ranker o c'hompren dre dielfennañ ar c'henarroud ivez e meur a yezh evel ar sinaeg pe ar japaneg.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search